Ar Gambr izel eo ar vodadeg kannaded hag he deus galloud lezenniñ pa vez ur gambr all, enni tud dilennet pe dibabet, ar gambr uhel. Pa'z eus div gambr e vez lavaret eo divgambr ar parlamant. N'eo ket sklaer perak e vez komzet eus kambroù izel ha uhel, koulz e saozneg (lower house) hag e meur a yezh all, met n'eo ket un dro-lavar eus an implijetañ nemet e levrioù war ar Gwir bonreizhel hag evit chom hep adlavaret an anvioù ofisiel en un destenn verr.